notícias musicais

top 13 artistas

top 13 musicas

Confira a Letra An Noz Didrouz

Klez Brandar And Corco

An Noz Didrouz

Pa vên me ma un’
Pa vi didrouz an noz

Pa vên me mo-se
O c’hortoz
Dic’hortoz

Pa ‘vez hounezh o kousket
Ga’ trubulhioù
‘Barzh he fenn hag he c’horf
Ezteurel a ‘ran ma soñjoù

Al loened zo pur ha fur
A soñjan
An den a denn Deus an diaoul
A welan
Pas atav e ‘rankan lar
‘Vin ket diaoul

Pa ‘vez frammet eñvorioù
Ma yaouankiz
Ga‘ frankiz
Gwel' a ran ar paotr
O krapat ‘barzh ar parkeier
O c’hober loch ‘ba pep kornioù

Disoursi
Ma fri ‘maez
Ma daouarn ‘barzh an douar
An oabl brav hag uhel
A zalc'he ur sell warnon

Ma fri ‘maez
Ma daouarn ‘barzh an douar
An oabl brav hag uhel
A zalc'he ur sell warnon

Pa vên me ma un’
O soñjal, disoñjal
‘Barzh ar pezh ‘meus graet
‘Barzh ma buhez
Dibaoe

Pet devezh zo bet?
Ha p’ra ‘meus graet?
Ga' piv?
Ha ‘wit ober pe’ta?

Pa ‘vez hounezh o c’hober trouz
‘Blamm d’an evaj

O kousket memestra!
Em c’hichen, en he zi ‘ta

Ma gwad, ma c’hwez
Hep skuilhañ daeroù
Chom a ran kreñv

Al loened zo pur ha fur
A soñjan
Al loened zo pur ha fur
A soñjan
An den a denn d'an diaoul
A welan

Pa vên me ma un’
‘Pad an noz

Pa vên me ma un’
‘Pad an noz

Pa vên me ma un’

‘Pad an noz
‘Pad an noz
‘Pad an noz
‘Pad an noz

Tracker